Skip to main content
  • WORD Research this...
    1 Corinthians 15
    •   Reiñ a ran deoc'h da anavezout, breudeur, an Aviel am eus prezeget deoc'h, hoc'h eus resevet, hoc'h eus kendalc'het ennañ,
    •   hag oc'h salvet drezañ, mar en mirit start evel ma em eus e brezeget deoc'h. Anez o pefe kredet en aner.
    •   Kelennet em eus deoc'h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec'hedoù hervez ar Skriturioù,
    •   penaos eo bet sebeliet, eo adsavet a varv d'an trede deiz hervez ar Skriturioù,
    •   ha penaos eo en em ziskouezet da Gefaz ha goude-se d'an daouzek.
    •   Goude-se eo en em ziskouezet da ouzhpenn pemp kant breur war un dro, an darn vuiañ anezho a zo c'hoazh bev hag hiniennoù a zo marv.
    •   Goude-se eo en em ziskouezet da Jakez, ha goude d'an holl ebestel,
    •   ha goude ar re all ez eo ivez en em ziskouezet din, evel da ur c'hrouadur ganet a-raok an termen,
    •   rak me eo an disterañ eus an ebestel, ha n'on ket dellezek da vezañ anvet abostol abalamour ma em eus heskinet Iliz Doue.
    • 10   Met dre c'hras Doue ez on ar pezh ma'z on, hag e c'hras em c'heñver n'eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc'h egeto holl, n'eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.
    • 11   Evel-se eta, pe eo me pe int a brezeg, setu aze ar pezh a brezegomp ha setu aze ar pezh hoc'h eus kredet.
    • 12   Ha mar prezeger ez eo adsavet Krist a-douez ar re varv, penaos e lavar hiniennoù en ho touez n'eus ket a adsavidigezh a varv?
    • 13   Ma n'eus ket a adsavidigezh a varv, Krist kennebeut n'eo ket adsavet a varv.
    • 14   Ma n'eo ket Krist adsavet a varv, hor prezegerezh a zo eta aner hag ho feiz a zo aner ivez.
    • 15   Zoken en em gav ma'z omp fals-testoù Doue, rak roet hon eus an testeni-mañ e-keñver Doue penaos en deus adsavet Krist a varv, an hini n'eo ket bet adsavet gantañ a varv mar d-eo gwir ne advev ket ar re varv.
    • 16   Rak ma ne advev ket ar re varv, Krist kennebeut n'eo ket adsavet a varv.
    • 17   Ma n'eo ket adsavet Krist a varv, ho feiz a zo aner, emaoc'h c'hoazh en ho pec'hedoù,
    • 18   hag ar re a zo marv e Krist a zo ivez kollet.
    • 19   Mar hon eus un esperañs e Krist nemet evit ar vuhez-mañ hepken, omp eus an holl dud ar re druezusañ.
    • 20   Met bremañ Krist a zo adsavet a-douez ar re varv; deuet eo da vezañ ar frouezh kentañ eus ar re a zo marv.
    • 21   Rak pa'z eo deuet ar marv dre un den, an adsavidigezh a varv a zo ivez deuet dre un den.
    • 22   Hag evel ma varv an holl en Adam, en hevelep doare an holl a advevo e Krist,
    • 23   met pep hini en e renk e-unan. Krist a zo ar frouezh kentañ, ha goude ar re a zo da Grist d'e zonedigezh.
    • 24   Goude kement-se e teuio an diwezh, pa adroio ar rouantelezh da Zoue hag a zo ivez Tad, goude bezañ kaset da netra pep priñselezh, pep nerzh ha pep galloud,
    • 25   rak ret eo dezhañ ren, betek ma en devo lakaet e holl enebourien dindan e dreid.
    • 26   An diwezhañ enebour a vo kaset da netra eo ar marv.
    • 27   Rak Doue en deus lakaet an holl draoù dindan e dreid. Ha pa lavar ez eo an holl draoù dindanañ, eo sklaer penaos an hini en deus lakaet an holl draoù dindanañ n'emañ ket e-unan dindanañ.
    • 28   Ha pa vo bet lakaet an holl draoù dindanañ, neuze ivez ar Mab e-unan a vo lakaet dindan an hini en deus lakaet an holl draoù dindanañ, evit ma vo Doue holl en holl.
    • 29   Anez, petra a raio ar re a zo badezet evit ar re varv. Ma ne advevo ket ar re varv, perak neuze ez int badezet evit ar re varv?
    • 30   Ha perak omp-ni hon-unan da bep eur en arvar?
    • 31   Bemdez e varvan, henn asuriñ a ran, gant al lec'h am eus da dennañ gloar ac'hanoc'h e Jezuz-Krist hon Aotrou.
    • 32   Mar em eus stourmet ouzh al loened en Efez evit palioù hervez an dud, peseurt talvoudegezh am eus a gement-se? Ma ne advevont ket ar re varv, debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp.
    • 33   N'en em dromplit ket, an darempredoù fall a vrein ar gizioù mat.
    • 34   Dihunit hervez ar reizhder ha na bec'hit ket, rak bez' ez eus darn hep anaoudegezh Doue, lavarout a ran kement-se evit ho mezh.
    • 35   Met unan bennak a lavaro: Penaos ec'h advev ar re varv, ha gant peseurt korf e teuont en-dro?
    • 36   Diskiant! Ar pezh a hadez ne zeu ket da vezañ bev ma ne varv ket.
    • 37   E-keñver ar pezh a hadez, ne hadez ket ar c'horf a dle genel, met ur c'hreunenn noazh, evel un ed pe un haderezh all bennak,
    • 38   neuze Doue a ro dezhi ur c'horf evel ma fell dezhañ, ha da bep hadenn e ro he c'horf hec'h-unan.
    • 39   Pep kig n'eo ket an hevelep kig, met unan eo kig an dud, unan all kig al loened, unan all hini ar pesked, unan all hini al laboused.
    • 40   Bez' ez eus ivez korfoù neñvel ha korfoù douarel, met unan eo sked reoù an neñv, unan all eo hini reoù an douar,
    • 41   unan all eo sked an heol, unan all sked al loar, unan all sked ar stered, rak ur steredenn a zo disheñvel diouzh ur steredenn all dre he sked.
    • 42   Evel-se eo ivez gant an adsavidigezh a-douez ar re varv. Ar c'horf a zo hadet breinus, adsevel a raio divreinus,
    • 43   hadet eo en dizenor, adsevel a raio leun a c'hloar, hadet eo en dinerzhded, adsevel a raio leun a nerzh,
    • 44   hadet eo korf naturel, adsevel a raio korf speredel. Bez' ez eus ur c'horf naturel ha bez' ez eus ur c'horf speredel,
    • 45   hervez ma'z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.
    • 46   Met n'eo ket ar pezh a zo speredel a zo ar c'hentañ, met ar pezh a zo naturel, ar pezh a zo speredel a zeu goude.
    • 47   An den kentañ, o vezañ eus an douar, a zo douarel, an eil den, an Aotrou, a zeu eus an neñv.
    • 48   Evel ma'z eo an hini douarel, evel-se ivez eo ar re zouarel. Evel ma'z eo an hini neñvel, evel-se eo ivez ar re neñvel.
    • 49   Evel ma hon eus douget skeudenn an hini douarel, e tougimp ivez skeudenn an hini neñvel.
    • 50   Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c'hig hag ar gwad ne c'hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n'he deus ket an divreinusted da hêrezh.
    • 51   Setu, e lavaran deoc'h ur mister: Ne varvimp ket holl, met holl e vimp cheñchet
    • 52   en ur predig-amzer, en ur serr-lagad, d'an drompilh diwezhañ, rak an drompilh a sono, hag ar re varv a adsavo divreinus, ha ni a vo cheñchet.
    • 53   Rak ret eo d'ar c'horf breinus-mañ gwiskañ an divreinusted ha d'ar c'horf marvel-mañ gwiskañ an divarvelezh.
    • 54   Pa'z en devo ar c'horf breinus-mañ gwisket an divreinusted ha pa'z en devo ar c'horf marvel-mañ gwisket an divarvelezh, neuze e vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet: Ar marv a zo bet lonket en trec'h.
    • 55   O marv, pelec'h emañ da flemm? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da drec'h?
    • 56   Flemm ar marv eo ar pec'hed, ha galloud ar pec'hed eo al lezenn.
    • 57   Met ra vo trugarekaet Doue a ro deomp an trec'h dre hon Aotrou Jezuz-Krist!
    • 58   Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc'h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc'h anavezout penaos n'eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

1 Korintiz 15:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

1 Korintiz 15:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

1 Korintiz 15:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.