Skip to main content
  • WORD Research this...
    Hebrews 11
    •   Hogen ar feiz a zo ur gortoz kalet eus an traoù a esperer, un anatadur eus ar re na weler ket.
    •   Drezi o deus an henaourien kavet un testeni mat.
    •   Dre ar feiz ec'h ouzomp ez eo bet graet ar bed dre c'her Doue, en hevelep doare ma n'eo ket bet graet ar pezh a weler gant traoù gwelus.
    •   Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc'h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d'e brofoù, ha drezi e komz c'hoazh petra bennak ma'z eo marv.
    •   Dre ar feiz e voe savet Enok en neñv evit na welje ket ar marv, ha ne voe ket kavet ken abalamour m'en doa Doue e savet. Rak a-raok ma voe savet, en doa resevet an testeni da vezañ bet plijus da Zoue.
    •   Hogen ne c'heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d'an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ.
    •   Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c'hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc'h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.
    •   Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d'ar vro a dlee kaout da hêrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec'h ez ae.
    •   Dre ar feiz e chomas en douar a oa bet prometet dezhañ evel en un douar estren, o chom dindan teltennoù gant Izaak ha Jakob, kenheritourien eus an hevelep promesa.
    • 10   Rak gortoz a rae ar gêr he deus diazezoù, an hini a zo Doue an oberer hag ar saver anezhi.
    • 11   Dre ar feiz ivez Sara a resevas ar galloud da goñsev hag, en desped d'he oad, e c'hanas ur bugel, abalamour ma he doa kredet e oa feal an hini en doa graet ar bromesa.
    • 12   Dre-se eus un den hepken hag a oa dija dinerzhet, eo bet ganet ur vandenn a dud ken niverus evel stered an neñv, evel traezh aod ar mor ha na c'hell ket bezañ kontet.
    • 13   Holl int marv er feiz hep bezañ resevet an traoù prometet, met o vezañ o gwelet a-bell hag o vezañ kredet enno, asañtet o deus hag anzavet o deus e oant diavaezidi ha beajourien war an douar.
    • 14   Ar re a gomz evel-se a ziskouez sklaer e klaskont ur vro.
    • 15   Mar o dije bet soñj eus an hini a-belec'h e oant deuet, o dije bet amzer a-walc'h da zistreiñ dezhi,
    • 16   met bremañ e c'hoantaont unan gwelloc'h, da lavarout eo unan neñvel. Dre-se Doue n'en deus ket mezh o vezañ galvet o Doue, rak kempennet en deus ur gêr dezho.
    • 17   Dre ar feiz Abraham a ginnigas Izaak pa voe amprouet; an hini en doa resevet ar promesaoù a ginnigas e vab nemetañ,
    • 18   a oa bet lavaret diwar e benn: En Izaak eo e vo galvet da lignez.
    • 19   Anavezout a rae e c'helle Doue zoken adsevel a-douez ar re varv, hag evel-se ec'h adkavas anezhañ evel dre ur seurt adsavidigezh a varv.
    • 20   Dre ar feiz Izaak a vennigas Jakob hag Ezaü, e-sell eus an traoù da zont.
    • 21   Dre ar feiz Jakob o vervel a vennigas pep hini eus mibien Jozef, hag a azeulas harpet war benn e vazh.
    • 22   Dre ar feiz Jozef o vervel a reas anv eus ermaeziadeg bugale Israel, hag a roas urzhioù diwar-benn e eskern.
    • 23   Dre ar feiz Moizez, o vezañ bet ganet, a voe kuzhet e-pad tri miz gant e dud, dre ma weljont e oa kaer ar bugel ha na zoujjont ket urzh ar roue.
    • 24   Dre ar feiz Moizez, deuet da vezañ bras, a nac'has bezañ galvet mab da verc'h Faraon,
    • 25   o tibab bezañ gwallgaset gant pobl Doue kentoc'h eget kaout e-pad ur pennad amzer plijadur ar pec'hed,
    • 26   o priziañ mezhegezh Krist evel ur binvidigezh brasoc'h eget teñzorioù Bro Ejipt, rak gwelout a rae ar gopr.
    • 27   Dre ar feiz e kuitaas an Ejipt hep kaout aon rak kounnar ar roue, rak derc'hel a reas start, evel o welout an hini a zo diwelus.
    • 28   Dre ar feiz e reas ar Pask hag ar sparfadur gwad, evit na stokje ket an distrujer ouzh ar re gentañ-ganet eus Israel.
    • 29   Dre ar feiz e treuzjont ar mor Ruz evel pa vije bet douar sec'h, an Ejiptiz o vezañ esaeet tremen a voe beuzet.
    • 30   Dre ar feiz mogerioù Jeriko a gouezhas, goude ma oa bet graet an dro dezho e-pad seizh devezh.
    • 31   Dre ar feiz Rahab ar c'hast ne voe ket kollet asambles gant ar re zisent, dre ma he doa degemeret ar spierien e peoc'h.
    • 32   Ha petra a lavarin c'hoazh? Rak an amzer a vankfe din evit komz eus Gedeon, Barak, Samzun, Jefte, David, Samuel, ar brofeded,
    • 33   dre ar feiz o deus trec'het rouantelezhioù, o deus embreget ar reizhder, o deus resevet ar madoù prometet, o deus serret genoù al leoned,
    • 34   o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc'h ar c'hleze, o deus yac'haet eus o c'hleñvedoù, int bet didrec'hus er brezel, o deus lakaet war dec'h armeoù estrañjour.
    • 35   Gwragez a adkavas o re varv dre an adsavidigezh, reoù all a voe merzheriet, o nac'hañ an dieubidigezh evit kaout un adsavidigezh welloc'h,
    • 36   reoù all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioù hag ar skourjez, an ereoù hag ar prizon,
    • 37   meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c'hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec'hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset,
    • 38   int ha ne oa ket ar bed dellezek anezho, o kildreiñ el lec'hioù distro ha war ar menezioù, e mougevioù ha toulloù an douar.
    • 39   Ar re-se holl, o vezañ kavet un testeni mat dre o feiz, n'o deus ket degemeret ar madoù prometet,
    • 40   Doue o vezañ pourvezet un dra bennak gwelloc'h evidomp, evit na zeujent ket hepdomp d'ar barfeted.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Hebreed 11:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Hebreed 11:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Hebreed 11:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.